Programm Artemis

Ar Programm Artemis zo ur programm da egerzhet al loar gant robotoù ha tud kaset gant an NASA evit ar Stadoù-Unanet asambles gant kenlabour tri ajañs all : Ajañs European an Egor (ESA), Ajañs Japanat an Ergerzhadeg Aeregorel (JAXA) hag Ajañs Kanadian an Egor (CSA). Ar Programm Artemis zo e bal kas tud war al Loar en-dro, evit ar wezh kentañ abaoe kefridi Apollo 17 e 1972. Elfennoù pennañ ar programm eo ar Sistem Loc'hañ en Egor (SLS evit Space Launch System), egorlestr Orion, en diazlec'h-egor Lunar Gateway hag ar Sistemoù da Bradañ Tud pourvezet gant un embregerezh prevez. Pal ar programm war hir dermen eo diazezañ ur c'hamp peurbadel war al Loar hag aesaat kefridioù tud war Meurzh.

Ur c'henlabour etre ajañsoù egor gouarnamantoù hag embregerezhioù prevez eo ar programm Artemis, liammet gant Emglev Artemis ha kevratoù skoazell all. E miz Gouere 2022 e oa bet sinet an emglev gant div vro warn-ugent,[1] en o zouez kenlabourerien voas ar Stadoù-Unanet en egor (evel Ajañs European an Egor kement hag ajañsoù eus Kanada, Japan hag ar Rouantelezh-Unanet) ha galloudoù nevez en egor evel Brazil, Korea ar Su hag an Emirelezhioù Arab Unanet.[2]

Savet e voe ar programm Artemis ez ofisiel e 2017 dindan melestradurezh Trump, met kalzig eus e elfennoù, evel an egorlestr Orion a voe savet e-pad ar programm kent, ar programm Constellation (2005–2010) e-pad melestradurezh Bush ha da c'houde daoust ma oa freuzet ar programm Constellation gant melestradurezh Obama. Raktreset e oa loc'hadenn gentañ Orion, hag implij kentañ ar Sistem Loc'hañ en Egor, e 2016 a-raok bezañ raktreset d'ar 16 a viz Du 2022 evit ar gefridi Artemis 1, gant robotoù ha kezeg plouz war-bourzh. Diouzh ar steuñv e loc'ho Artemis 2 gant astraerien war-bourzh a-benn 2024 tra ma prado astraerien Artemis 3 war al Loar a-benn 2025, hag Artemis 4 a stago ouzh ar stasion Lunar Gateway a-benn 2027 tra ma vezo kefridioù bep bloaz goude-se. Koulskoude e oa bet notennet e koustfe kalz keroc'h ar programm eget raktreset moarvat ha ne vefe ket dalc'het an implij-amzer abalamour, hervez rentaoù-kont diabarzh ha diavaez, d'ar mod fall ma oa bet meret e bourvezerien gant an NASA.[3][4]

  1. NASA: Artemis Accords. NASA. Kavet : 2022-08-28.
  2. Foust (2021-12-10). Mexico joins Artemis Accords
    (en-US)
    . SpaceNews. Kavet : 2022-08-28.
  3. NASA's management of the Artemis missions. NASA Office of Inspector General (15 November 2021). Diellet er skrid orin d’an 15 November 2021. Kavet : 22 November 2021.
  4. Davis (June 11, 2019). NASA's Artemis program will return astronauts to the moon and give us the first female moonwalker
    (en)
    . NBC News. Kavet : 2022-08-27.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search